Hermes Trismegistos
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cf/Hermes_mercurius_trismegistus_siena_cathedral.jpg/220px-Hermes_mercurius_trismegistus_siena_cathedral.jpg)
Hermes Trismegistos (henc'hresianeg : Ἑρμῆς ὁ Τρισμέγιστος / Hermễs ho Trismégistos; latin : Mercurius ter Maximus "Merc'her meur teir gwech"), a vije aozer an dastumad skridoù furnez henc'hresian-ha-henegiptat anavet dindan an titl Hermetica, ma pleger gant an doueoniezh, ar c'hosmoz, ar spered hag an natur ; lod skridoù zo diwar-benn an alkimiezh, ar steredouriezh ha meizadoù kar. Aozer an Tabula Smaragdina e vije ivez.
Hermes eo an doue henc'hresian hag a zo Tot en Henegipt, doue ar furnez.